Jan Gossaert (Maubeuge, war-dro 1478 – Antwerpen, 1añ a viz Here 1532) a oa ul livour flandrezat hag a veze graet Mabuse anezhañ ivez dre ma oa o tont eus Maubeuge (damheñvel eo an distagadurioù).
Ne ouzer netra eus deroù e vuhez. Diwar al levezonoù a santer en e oberennoù kentañ e kreder e oa o vevañ tost da Vro-C'hall. Bevet ha labouret en devoa en Italia (1508-1509), e Middelburg, en Utrecht, e Brusel hag en Antwerpen.
Labouret en deus evit Fulup Bougogn, a voe eskob Utrecht. Alies e save e oberennoù gant savadurioù bras en diadreñv, evel Van der Weyden, met n'eus ket kement a finesa nag a nerzh en e labour evel e re mestr Tournai ha Brusel.